Books Should Be Free is now
Loyal Books
Free Public Domain Audiobooks & eBook Downloads
Search by: Title, Author or Keyword

Sarmoniou an Aotrou Quere   By:

Book cover

First Page:

.NPO

KENTSKRID EVIT EMBANNADUR NEVEZ LEVR KENTAÑ AR "SARMONIOÙ".

C'hwi a gavo amañ nemet an hini kentañ eus an daou levr anavezet dindan an anv "Sarmonioù an Aotrou Quéré”. Dastumet eo bet ar sarmonioù se gant an Aotrou Jézégou ma oa d'ar c'houlz se ur beleg yaouank, kure e Kastellin. Al levrioù a zo bet moulet e 1906 e ti moulerezh "la Presse Libérale", e Brest, evit Corcuff levrier e Kastellin. Buan ez eo deut al levrioù se da vezañ levrioù skol brudet, evit an holl veleien yaouank eus eskopti Kemper hag hini Sant Brieg.

Mad e vefe bremañ reiñ deoc'h un nebeut titouroù, diwar benn ar skouerenn am eus kemeret evit embann a nevez levr kentañ ar "Sarmonioù". Perc'henn kentañ al levr a voe an Aotrou Helliet Person Lanvolon. Roud e siell kaoutchoug

.NPO

a gaver war bajenn gentañ al levr. Ur perc'henn all, marteze, a voe unan hanvet pe genthanvet "Maurice", ma voe person Mantallod. Skrivet en deus e anv war ar bajenn ma vez moulet warni aotre da embann gant an Aotrou 'n Eskob Kemper. Mantallod ne vez nemet ur gêriadennig gant un daou c'hant pe daou c'hant hag hanter kant bennak a annezerien o chom enni. Pell amzer a zo, a dra sur, peogwir stank eo bremañ ar parrezioù bras hep beleg ebet, hag enno muioc'h eget daou vil ene.

D'am soñj, ez eo marv perc'henn diwezhañ al levr. Dav e oa neuze d'an hêred dibab etre peadra ar beleg petra oa talvoudus ha petra ne oa ket. Kaset o deus kalz levrioù d'an diskarg en ul lec'h galvet amañ ar "baludenn" peogwir e oa, e deroù ar bloavezhioù mil

.NPO

nav c'hant dek ha tri ugent, ur wir baludenn. An dour kaset dezhi dre ruzelenn Sant Goneri a chome enni kent ha ma c'helle tizhout ar mor. Douar ha mein diouzh ar c'hleuzioù distrujet a oa kaset eno, a gevret gant ur bern loustoni all o doa an dud ar c'hoant dieubiñ diouto. Bremañ, ne 'z eus ken a ziskarg aze, leuniet mik eo bet ar baludenn hag ez a an dour eeun hag eeun d'ar mor. Dour sklaer e c'hell bezañ koulskoude, peogwir ne red bremañ er ruzelenn Sant Goneri nemet an dour o tiverañ diouzh un doare baludenn all, aozet a ratozh evit glanaat an dour eus kanoù distrouilh ar gumun a bezh...

D'ar c'houlz se , ne oa ket leuniet c'hoazh ar baludenn am eus komzet diouti ha m'edo e kichen an aod, a dreñv d'an erin bili a harz ar reverzhioù brasañ da vont e kreiz an douaroù. Kalz tud a dremene dre aze, o vale a hed an aod, hag etrezo ar vamm din. Hi a welas levrioù ar beleg, e Latin pe e Galleg, hag ivez unan

.NPO

skrivet e Brezhoneg ma tedennas he evezh, peogwir ar c'hein dezhañ a oa goloet gant ler. Ne oa ket goloet a bezh al levr gant ler, evel just, peogwir neuze unan en dije e gemeret a raok, pe c'hoazh an hêred o dije e viret evit ar priz. Den ne gredas koulskoude e oa prizius al levr se, digoret e oa ha glebiet ivez ar pajennoù gant ar glav ma kouezh a wechoù dre amañ, zoken pa n'emañ ket an douristed er vro. Al loued en doa kresket war ar pajennoù kreiz hag ivez war ler ar c'hein. Kemeret en deus koulskoude va mamm al levr se evit e ziskouez din peogwir e oa skrivet e Brezhoneg.

A vec'h ma tigoris levr ar "Sarmonioù" ma zegouezhas un doare burzhud bihan. Gouest e oan da lenn gant aez petra a oa skrivet ennañ, daoust ma 'z eo diaes din lenn ar skridoù nevez e Brezhoneg. E gwirionez, e oa skrivet al levr e Brezhoneg eeun ma c'helle kompren an dud diwar ar maez, zoken pa oant o chom e parrezioù disheñvel. Daoust ma oa bet skrivet ar sarmonioù

.NPO

evit tud Bro Leon, n'eus ket re a ziforc'h etre ar Brezhoneg ma kaver aze hag an hini ma vez komzet amañ e Bro Dreger. Me en doa desket ivez meur a c'her hag a dro lavar implijet er skridoù relijiel. Kroget am boa, e gwirionez, da lenn e Brezhoneg e barzh levr katekiz va mamm, al levr nemetañ skrivet e Brezhoneg ma anavezen d'ar c'houlz se.

Pep dek vloaz em eus adlennet ar "Sarmonioù", ha pep gwech gant an hevelep plijadur... Continue reading book >>




eBook Downloads
ePUB eBook
• iBooks for iPhone and iPad
• Nook
• Sony Reader
Read eBook
• Load eBook in browser
Text File eBook
• Computers
• Windows
• Mac

Review this book



Popular Genres
More Genres
Languages
Paid Books